Ma abadennoù istitlet e brezhoneg muiañ karet

Kinnig a ran deoc’h ma abadennoù istitlet e brezhoneg muiañ karet war Brezhoweb. Dreist eo evit gwelaat ar yezh! Diwar-benn petra eo bet komzet ? Pegeit e pad bep abadenn ? Gant piv int kinniget ? Peseurt pouez-mouezh e vez komzet gant an animatourien ? Perak e plij din ? Lâr a ran deoc’h tout!

Made e Breizh

“Diskouezet ‘vo deoc’h gant Klaris penaos sevel traoù er gêr e brezhoneg, gant plijadur ! “Do it yourself” a vez lâret deus ar c’hiz-se e galleg flour, “Made e Breizh” a vo lâret ganeomp.”

Paderezh : ≈ 10 mun
Animatourez : Klaris Bailleul
Pouez-mouezh : Klaris zo e-orin deus bro C’hall met desket neus brezhoneg ba’ bro Dreger.

An abadenn-se eo an hini a gavan ar gwellañ. Plijout a ra din kalz ober traoù er gêr evel liorzhãn, met ivez evel keginãn ha bitellat… Neuze, evel just, troet on gant “Made e Breizh”! Evidon n’eo ket re hir, n’eo ket re verr an abadennoù-se. Just awalc’h evit deskiñ hep dont da voût enoet! Ret e oa din boût boas ouzh pouez-mouezh Klaris e penn kentañ, met, erfin, ur brezhoneg “bemdez” zo komzet amañ. Ha dedenus eo ivez dizoleiñ pouez-mouezhoù deus ar gouvidi!

4/13 munud e Bzh

“4/13 munud e Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb ! Er gelaouenn-mañ eo en em gavet Dewi gant brezhonegerien a bep seurt, deuit war e lerc’h !”

Paderezh : ≈ 4/13 mun
Animatour : Dewi Siberil
Pouez-mouezh : Dewi a ra un tamm meskaj etre tout ar pezh neus klevet: brezhoneg e mamm-gozh deus Plevin, tud Kreiz Breizh (emañ o chom e Rostrenn), ha bro Dreger (ivez lec’h eo bet o chom pad bloavezhioù). E bouez-mouzh zo “tregernevad” en ur mod 🤓

N’eo ket ken aes kompren abadennoù “4/13 mun” eget “Made e Breizh” evit un den deskard gant ur brezhoneg eveldon. Ne sellan ket ouzh an abadenn-mañ ken alies hag an abadenn-se. Koulskoude, interesantoc’h e kavan personelezh ar formad-se evit tostaat ur tem nevezioù ha deskiñ ar geriouaeg liammet gantañ.

Pennad Kaoz

“Un atersadenn don ha fonnus gant un den deus ar vro. Kemer an amzer da vont don e-barzh ur sujed, da chom ur pennad gant an den ‘tal deomp, da lakaat e istor hag e binvidigezh war-wel.”

Paderezh : ≈ 1 eur
Animatour : Lionel Buannic
Pouez-mouezh : Lionel zo deus ar Vro Vigouden ha desket neus brezhoneg ba’ e familh.

Kalz hiroc’h eo an abadenn-mañ met ken plijus e c’hall bezañ evit mont donoc’h diwar-benn ur tem. Posubl eo dezhi boût selaouet gant Spotify evel ur podkast. Mat eo din pa emaon oc’h ober traoù all hag em eus c’hoant da selaou traoù e brezhoneg e memes koulz!

An abadenn “Pennad kaoz” zo skrignet war Spotify ivez :

Geriaoueg :

ar gouvidi = les invités
fonnus = abaondant
Padarezh = durée

Retour en haut