Je viens de terminer une formation de 6 mois à la langue bretonne à Roudour Carhaix. Pour pratiquer la langue je me suis lancée dans une petite aventure : enregistrer une série de chroniques (3 à 6 minutes) autour du thème “Une plante, une histoire”. Elles sont diffusées sur les ondes de Radio Kreiz Breizh. Connaissez-vous des personnes passionnées par le jardin / la nature en Centre Bretagne que je pourrai interviewer en langue bretonne?
Emaon o echuiñ ur stummadur hir (6 miz) evit deskiñ ar brezhoneg gant Roudour e Garaez. Graet ‘m eus ma daou staj gant Radio Kreiz Breizh ha tennet ‘m eus gounit evit enrollañ un heuliadig kronikennoù (3-6 mun) diwar-benn “Ur blantenn, un istor”. Anavezout a rit tud troet gant al liorzh / an natur e Kreiz Breizh a c’hallin atersadeniñ ?
Grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro ! Un heuliad kronikennoù berr deus portal al liorzh betek an natur gouezañ : plant da zebriñ, da soagnañ, gant mojennoù pe kustumoù, hag all, hag all !
Interviews déjà enregistrés : à écouter sur RKB (ils sont diffusés petit à petit!)
Prochains interviews ?
- Alexandre / Basile, Buhezour Natur, Ti Menez Are, Brasparts (22 : gwez kelenn, gwez ivin, gwez skav, mil-delienn, milskoulm bro Japan, lann, balan, brug… ?)
- Ar gwinnis du (le blé noir) avec Jeannot Flageul, apiculteur, Rostrenen
- Jakaez Lintanf, Palacret (Ti C’hoadoù avant)
Exemples de questions pour l’interview :
- Piv o’ch ? Pelec’h emañ o chom? Petra eo ho micher?
- Perak ‘peus dibabet ar blantenn-se ?
- Penaos eo da micher liammet gant ar blantenn-se ?
- Mojennoù pe kustumoù zo gant ar blantenn-se ?
- Pelec’h ha pegoulz e kresk ?
- Petra a vez graet ganti (da zebriñ, da soagnal…?)
- Eus peseurt spesad eo ? Skouerioù plantennoù “kendirvi” ?
- Pele’ch eo posubl kavout titouroù ouzhpenn ?
MERSI DEOC’H 😃
Pour me contacter :
Florie Thielin
07 82 45 20 20
floriethielin@gmail.com
(j’habite à Rostrenen)
Atersadenn ganin ba’ RKB
Maëlle : “Setu Florie Thielin ganeomp mintin-mañ evit kinnig deomp he c’hronikennoù « Ur blantenn, un istor ». Ar-se a vo skignet en abadenn Pikous Dibikous evit an nevez-hanv, adalek ar sizhun o tont, eh ya, bravoc’h ‘vez an amzer pa vez selaouet ar radio en brezhoneg setu e teu an nevez hanv abretoc’h. Florie, diwar-benn petra neuze ‘mañ ho kronikennoù ha penaos eo deuet ar sonj d’en ober ?”
Florie: “Salud deoc’h ! Neuze… deus an tu, emaon o teskiñ ar brezhoneg gant Roudour e Garaez, ha dibabet ‘meus d’ober ma daou staj gant RKB, amañ e Rostrenn pelec’h emaon o chom abaoe daou bloaz.
Ha deus an tu all, plijout a ra din kalz liorzhañ ha deskiñ traoù diwar-benn plant. A-hend all on kroget ur blog « Mon Premier Potager pik FR ». Ha kroget on, ivez, ul lodenn deus ar blog e brezhoneg. Hag emaon o diorren ur c’hoari pe, kentoc’h, ur seurt benveg pedagogel evit sikour an tud deskard da gregiñ da liorzhañ. C’hoant mefe da dreiñ anezhañ e brezhoneg ivez diwezatoc’h kemtagor ! Tout zob et kavet war ar memes lec’hienn internet erfin.
Neuze, ‘meus sonjet liammañ un tamm an daou raktres oc’h enrollañ un heuliad atersadennoù berr diwar-benn an tem « Ur blantenn, un istor ». Bep atersadenn a bad etre ter pe c’hwec’h munut. Ar mennozh hollek zo d’ober anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro. Ha klask a ran d’adkrivañ bep atersadenn, ur poelladenn mat-tre zo evidon evit pleustriñ ar yezh.”
Maëlle: “Ha peseurt goulennoù ho ‘p eus savet digant an dud ho ‘p eus aterset ?”
Florie: “Erfin, digoret eo an atersadennoù. Gulenn a ran da skouer :
- Peseurt plant peus dibabet ha perak ?
- Penaos eo da micher liammet gant ar blantenn-se ?
- Mojennoù pe kustumoù zo gant ar blantenn-se ?
- Pelec’h ha pegoulz e kresk ?
- Petra a vez graet ganti (da zebriñ, da soagnal…?)
Maëlle: “Ha klas a rit tud all evit sevel kronikoù nevez ?”
Florie: “Ma Stummadur a echuo fin ar miz. Met c’hoant ‘meus da genderc’hel enrollañ atersadennoù goude-se. M’ho peus c’hoant, pe m’anavezit tud troet war zu al liorzh, an natur e Kreiz Breizh a c’halfen atersiñ, deuit en darempred ganin dre RKB !”
Maëlle: “Moaien ‘vo deoc’h ‘vel just podkastin ‘ne ha selaou ‘ne pa vefet o labourat en ho jardin. Mersi bras deoc’h Florie evit ho labour a galite, bec’h de’i neuze evit ar gronikenn gentan gant Pierre-Yves Panse diwar benn ar gwinizh poulard!”